en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Geriadurig breton Groe, frouezh ul labour kaset get Maïlys Princé ha Bernard Le Béhérec

Geriadurig breton Groe, frouezh ul labour kaset get Maïlys Princé ha Bernard Le Béhérec

Ul levr kaer a zo bet nevez embannet get Goater : Geriadurig breton Groe hag a voda 3250 gêr. 5 plez labour a zo bet afer evit kaouit ur renabl ken klok !

Maïlys Princé, kelennourez brezhoneg hag oberiant àr ar rouedadoù sokial evit brudiñ yezhoù ha sevenadur ar vro he deus er savet a-gevred get Bernard Le Béhérec ganedik a Groe.

Un droiad da ginnig al levr a vo e Groe ar 6 ha 7 a viz Mezheven hag e Roazhon er stal levrioù L’encre de Bretagne an 12 a viz Mezheven. Moarvat vo ivez lakaet emgavioù en Oriant e-pad gouel ar gelted.

Stumm hir an atersadenn a vo da glevet en un abadenn arall ha dre bodkast àr al lec’hienn Radiobreizh.bzh.

Maïlys Princé a oa get Aodren Trehin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio